An arzoù grafek

Livadurioù dreist-holl zo en dastumad, met bez’ ez eus ivez un dalc’had tresadennoù ha stampoù eus ar c’hentañ a ziskouezer a-bep-eil (dezho da chom e ratre vat) e-barzh kabined an arzoù grafek. Un tresour touet e oa De Silguy, ha savet en doa e zastumad evel un amatour marnaoniet, o prenañ lodoù er gwerzhioù foran, kement ha ken bihan ma legadas 2 000 a dresadennoù ha 12 000 a engravadurioù !

 

War-dro 2 000 a follennoù zo en dastumad-se. Dont a ra ar peurvuiañ anezho eus al laes graet gant Jean-Marie de Silguy. Skoliad e oa bet hennezh d’al livour François Valentin e lise Kemper, ha goude-se da Jean-François-Léonor Mérimée er Skol boliteknik ma roed ur plas bras d’an deskiñ tresañ. Setu ma plije d’an dastumer tresañ : miret en doa un nebeud eus e dresadennoù dezhañ hag eus re familhoù e dad hag e vamm. Gant-se e weler e veze treset alies gant an dud en-dro d’an dastumer. Prenañ a rae Jean-Marie de Silguy tresadennoù gall dreist-holl, hag un nebeud tresadennoù italian. N’eus ket tresadennoù eus an norzh pe re spagnol, koulz lavaret.

 

Prenañ a rae anezho dre lodoù alies, ral a wech e prene follennoù distag. Ar peurvuiañ eus e zastumad a c’hoarvez eus akademiezhioù ha gweledvaoù italian diniver, dianv an darn vrasañ anezho c’hoazh, adalek ar XVIIvet kantved betek penn kentañ an XIXvet kantved, hag eus adamprouennoù a-leizh, gweledvaoù gant Hubert Robert dreist-holl. Bez’ ez eus un nebeud tresadennoù gall brav-kenañ eus ar XVIIvet kantved gant Callot, Vouet, Stella, Le Sueur, Le Brun, Courtois, La Fage pe Verdier. Met unvan eo an dastumad evit an XVIIIvet kantved dreist-holl, eus Watteau d’an nevezklaselouriezh. Gallout a reer gwelet penn-da-benn emdroadur an tresañ gall dre oberennoù gant Watteau, Lemoine, Ch. Parrocel, Restout, Bouchardon, Natoire (ur studiadenn evit Gwener o’n em walc’hiñ a zo e mirdi Bourdel), Boucher (ur Gweledva ha Kasted Scipio, ur studiadenn a oa bet graet evit un daolenn goulennet gant roue Polonia ha ne oa ket bet livet morse), J.F. Parrocel, Van Loo (meur a dresadenn, en o mesk ur studiadenn evit Agamemnon a oa d’ober ul lodenn eus Sakrifis Iphigeneia e palez nevez Potsdam, ar Sans-Souci), Pierre de Saint-Aubin (raktres ur c’hinkladur evit lidañ ar peoc’h eus 1763 a lakaas un termen d’ar brezel Seizh Vloaz), Greuze, J.-J. ha L. Lagrenée, Taraval, de La Rue, Ango, Robert, Leprince, Taillasson, Huet, Vincent, Trinquesse, Cassas, Lethière, Fabre, Garnier pe Gérard.

 

Erruet ez eus un nebeud tresadennoù en dastumad abaoe. Talvezout a ra ar boan menegiñ ul livadur souezhus gant Moreau le Jeune, Taolenn deskoni e bro Egipt, hag a gloka an hollad nevezklasel, hag ur studiadenn gant Boilly, Liorzh al Luksembourg, heñvel a-walc’h ouzh un damlivadur dre eoul hag a zo er mirdi dija. N’eo ket ken niverus an tresadennoù italian. Eus ar XVIvet d’an XVIIIvet kantved e kaver oberennoù gant Cambiaso, Farinati, Salimbeni, Testa, Allegrini, Piola, Biscaino, Pannini, Tiepolo, Fontebasso, Muratori pe Piranesi. Talvezout a ra ar boan ober anv eus un dresadenn hag a ziskouez Aelez en ur c’helc’h, penn-krec’h ur follenn vras gant Nicolo hag a zo ar penn-traoñ anezhi el Louvre.

 

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn