André Marfaing (1925-1987)
E katalog an diskouezadeg "Sell war an difetisted lourennek", savet e Carcassonne e 2011, Lydia Harambourg a skrive gant skiant vat : "Ma’z eo ar gouloù unan eus doareoù al lourennegezh, evit Marfaing e teu honnezh war wel en un unliverezh du digor war frailhoù gwenn".
Pa oa bet graet e ziskouezadeg kentañ gantañ e 1958 er palier Claude Bernard, e oa meur a stumm eus an difetisted lourennek. Marfaing a lavare diwar o fenn : "An doare denel ha lourennek... Evit se n’eo ket difetis ma livañ, tommder mab-den zo ennañ. Ober a ra an danvez, an egor, al lusk evit ar gened-se eus an du a dap ar gouloù hag a zo an holl livioù ennañ…".
Un dra anat e oa evidomp diskouez oberennoù pouezus an Tolosad-se. Sed amañ ar pezh a embanne : "Lavaret a rae an drivliadelourien ne oa ket eus an du en natur ha skarzhañ a raent anezhañ eus o fladennoùigoù livioù. Evit ar memes abeg e ran gantañ hepken, koulz lavaret. Klask a rae an drivliadelourien skeudenniñ ar gouloù dindan an amzer. Klask a ran-me sevel ur bed distag-krenn diouzh an natur diavaez hag evit se e ran gant doareoù all. Eeun, dizave ha strizh eo ar gwenn hag an du, a gav din. Rak-se e tereont mat ouzhin ".
Selaouit gweladenn heñchet diskouezadeg André Marfaing (44 munutenn)
Gweladenn heñchet e brezhoneg
André Marfaing
Disul 3 a viz Kerzu da 2e d'abardaez
1 eur
Digoust
Mirit ho plas enlinenn / n’eo ket sur e vo a-walc’h evit an holl