Diskouezadegoù

Vivian Maier, New York-Chicago

Exposition conjointe avec "Vivian Maier e(s)t son double" au musée de Pont-Aven

Diskouezadeg kinniget eus ar 4 a viz C’hwevrer betek an 29 a viz Mae 2022

#VivianMaier



Ar bilhed en unan eus an daou virdi a ro gwir da gaout ur priz digresket en hini all.

ARVESTOÙ ER STRAEDOÙ

Gwelet ar skeudennoù heverkañ-se eus meurgêrioù bras Amerika a dalvez kement ha mont e-kreiz hentadur arzel Vivian Maier : ar straedoù e karterioù pobl New York ha Chicago a ya d’ober steuñvenn un danevell a resisa bevennoù ur bed all, ur bed kalet hag a-wechoù tener a zo anezhañ e-maez an hunvre amerikan.

Plijout a rae da Vivian Maier luc’hskeudenniñ an engroez dianav er straedoù, e istrogelloù. Tapout a rae imorioù an dremenidi, koll amzer gant o orimantoù, o greiamantoù pe o zrepetoù. War he luc'hskeudennoù prim e vez gwelet alies ur gaerded dic’hortoz hag a ziskouez a-wechoù munudoù a roe tro dezhi da dostaat da nested ar buhezioù dianav-se. Ne glaske ket traoù sebezus, kavout a rae gwelloc’h luc’hskeudenniñ boutinelezh « disterajoù » ar vuhez pemdeziek : ur munud, ur jestr, un emzalc’h, ar c’hempouez diasur e-pad ur pennadig. An dud dianav, an dud dizanv a gaver en he bed. Pa veze o tostaat dezho e ouie Vivian Maier en em lakaat el lec’h gwellañ, ha choaz ar c’hornad peurvat atav. Mestroniañ mat a rae ar c’heit a oa etre lagad he benveg-luc’hskeudenniñ hag ar patrom luc’hskeudennet. An darempred-se gant an egor a levie he doare-ober arzel a-bezh, hag a ziskouez pegen mat e ouie diouzh skiant ar c’houchañ hag a laka anat e oa ul luc’hskeudennerez dibar anezhi.

 

FURMELOURIEZH

Al luc’hskeudennoù bodet er rann-mañ a laka war wel un tu disheñvel eus c’hoantoù arzel Vivian Maier. Rak gant an arvestoù tennet eus ar vuhez pemdeziek dreist-holl ez eus bet degaset brud dezhi nevez zo hag ez eus bet gallet ober anaoudegezh ganti en-dro. Met, er c’hontrol d’un argerzh a lakae war wel aergelc’hioù ar straedoù, poltredoù, gweledvaoù, ha kement zo, ez eus ivez un hollad a bouez eus klichedoù a ya war-zu stilekadur ha mentonieladur ar stummoù. Anat eo e vestronie mat Maier kodoù kenedouriezh ar furmelouriezh : he c’hoant d’ober kouchadurioù dibar, an aes ma oa dezhi c’hoari da vat gant ar goullo hag al leizh, lakaat kichen-ha-kichen ar skeudoù hag ar gouloù, sachañ ar gwirvoud war-zu an difetisted, a zigor ur pennad all e hentad al luc’hskeudennerez echu-se.


BUGALE

Vivian Maier, hag a laboure war ar vicher a vagerez, he doa diorroet ur guriusted vadelezhus abred-kenañ evit bed ar vugale. A-hed he buhez luc’hskeudennerez he doa ledanaet an tem-se, hag he doa roet ul lec’h pouezus dezhañ evit sevel hec’h oberenn : ar vugale eo eta a laka o bezañs war-raok, pe e vefent
a-unanoù, sipet o spered en o c’hoarioù pe o talañ ouzh lagad ar benveg luc’hskeudenniñ. E-keit-se he doa graet Vivian Maier kalz a skeudtapadurioù ma vez ar vugale o hentañ an dud deuet, en ur lakaat war wel ar c’hengej etre o bedoù ken pell an eil diouzh egile alies koulskoude.

Ar vugale a oa bet fiziet enni a oa deuet da vezañ he fatromoù, evel-just, hag a-wechoù « keneiled » prizius. N’eo ket hepken ambroug anezhi en hec’h abadennoù-bale er c’hêrioù a veze graet ganto, hogen dreist-holl, ur vammenn awen hollbadus e oa bet o c’hrouusted war dachenn ar c’hoarioù pe an ijin.

POLTREDOÙ

Ar rann-mañ, ma vez bodet dremmoù yaouank pe oadet, a ziskouez mat pegen pouezus eo al lec’h roet gant Vivian Maier da arz ar poltrediñ, un diskiblezh bras he fouez e bed al luc’hskeudennerezh.

Pa laboure evel poltredourez annezidi New York ha Chicago e tiskoueze Vivian Maier ar pezh a blije dezhi koulz hag ar pezh a gave gwelloc’h : poltredoù maouezed, tud kozh, tud dibourvez. Pa veze graet poltredoù ganti e klaske ivez tostaat d’an denelezh poblek-se m’en em anaveze. Meur a gliched zo frouezh ur gwir emgav etre al luc’hskeudennerez hag he fatromoù. Dont a ra an dremmoù a-dal, a-dost, war wel ha boemet e vezer en un doare magnetek gant o selloù eztaolus. A-wechoù e kave gwelloc’h ar brimded, hini ar « mareoù laeret » a dape dre ur gejadenn dic’hortoz.

Enebet-kaer e c’halle bezañ hec’h emzalc’h pa zegouezhe gant metoù cheuc’h ar gizioù hag ar renkadoù uhel. Diskouez a rae hec’h enebiezh ha n’he doa ket aon da wallgas an den a luc’hskeudenne, ar pezh a lakae drougiezh da sevel en distro, kontrol d’an dereadegezh.

LIV

Stagañ a reas Vivian Maier gant al luc’hskeudennerezh e liv e deroù ar bloavezhioù dek ha tri-ugent. Pa dremenas d’al liv e cheñchas he doare ober peogwir e laboure al luc’hskeudennerez gant ul Leica hiviziken. Skañv eo ar benveg, aes da gas ; graet e veze ar skeudtapadurioù war-eeun en uhelder gant an daoulagad (en enep d’ar Rolleiflex a veze implijet ganti betek-henn). Evel-se e tostae Vivian Maier d’ar patromoù a veze luc’hskeudennet ganti ha tapout a rae krog en ur gwel eus ar bed en e livioù gwir. He skrivadur eus al liv avat a chome dibar ha dieub, c’hoarius zoken. Ergerzhet a rae-hi dibarderioù lavar al livioù gant skañvder, sevel a rae he geriaoueg dezhi met, dreist-holl, c’hoari a rae gant ar gwirvoud : pouezañ war vunudoù liv skiltrus, diskouez disoniezhoù marellet ar gizioù pe c’hoari gant an enebiezhioù sked-disked.

FILMOÙ SUPER 8

Gant an tammoù filmoù Super 8 skignet en diskouezadeg-mañ e c’haller heuliañ sell Vivian Maier hag an doare ma tostae d’ur sujed ha ma stergne anezhañ. Adalek 1960 e stagas da filmañ arvestoù er straedoù, darvoudoù ha lec’hioù. Liammet strizh eo he sell a-fet filmañ ouzh he lavar luc’hskeudenniñ ; Bez’ ez eo un taol-arnod gwelet, un arselladenn soutil ha didrouz eus ar bed a zo tro-dro dezhi.

Filmañ a rae Vivian Maier kement tra a c’halle kas anezhi d’ober ul luc’hskeudenn : arvestiñ pizh a rae, parañ a rae he selloù war ur sujed ha heuliañ anezhañ. Chom a rae hep tostaat dezhañ, zoumañ a rae warnañ, sipañ he spered war un emzalc’h pe ur munud, evel an divesker pe an daouarn e-kreiz ur mor a dud. Ar film a zeue diwar an dra-se a oa war un dro un teulfilm hag un oberenn-arvestiñ.



Gweladenn heñchet e brezhoneg

Dimanche 27 mars à 14h
1 eur
digoust
Mirit ho plas enlinenn / n’eo ket sur e vo a-walc’h evit an holl

Histoire d'art : Vivian Maier, la super nanny de la photographie

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn