Jean-Marie de Silguy

 Ganet e oa Jean-Marie de Silguy (1785-1864) e kastell ar Bod e Kimerc’h, meur a zek kilometr diouzh Kemper. E vamm, a oa Conen de Saint-Luc hec’h anv plac’h yaouank, a oa eus unan eus tiegezhioù nobl koshañ Breizh. Perc’henn e oant war ar bravañ dastumad a oberennoù arz e Breizh-Izel da vare an Dispac’h. E dad, Toussaint de Silguy, a oa eus un tiegezh noblañsoù bihan, ha bevañ a rae diwar e zouaroù. Goude studioù e lise Kemper ez eas Jean-Marie de Silguy d’ar Skol boliteknik, ha goude-se da Skol bleustrek an hentoù hag ar pontoù. Gant e respet evel ijinour eus an hentoù hag ar pontoù e oa bet kaset eus ar Marne da Benn-ar-Bed, ha goude-se da Naoned, da v-Mont-de-Marsan, da Vourdel hag erfin da Bariz ma oa deuet da vezañ pennenseller evit ar Mervent a-bezh.

 

Savet en doa De Silguy e zastumad pa oa o chom e Pariz, etre 1842 ha 1852. Fellout a rae dezhañ dastum livadurioù eus ar skolioù europat adalek ar XVvet kantved. Prenañ a rae kalz oberennoù e Ti ar Gwerzhioù, ha ne varc’hatae ket da brenañ eiladurioù pa veze mankoù en e zastumad. An hanter anezhañ a oa gouestlet da Frañs, hag an hanter all d’ar skolioù italian, spagnol, flamank pe hollandat. Perc’henn e oa ivez war un dastumad bras a engravadurioù, dreist-holl stampoù eiladurioù eus an XVIIIvet kantved hag eus penn kentañ an XIXvet kantved : ur gwir skeudennaoueg a oa anezho. Ne oa ket dedennet dreist an ordinal gant an oberennoù awenet gant Breizh, met skiant-varn en doa ha rak-se e prenas oberennoù pouezus eus e vare, gant Corot ha Boudin.

 

En em dennañ a reas De Silguy da Gemper e 1852 evit tremen e retred. Chomet e oa dizimez ha divugel, setu e plede gant e zastumad dreist-holl, ha sevel gant aked ar c’hatalog anezhañ. Pa varvas e 1864, d’an oad a 79 vloaz, e legadas an dastumad-se da gêr Kemper ma oa kuzulier. War un diviz hepken e rae al laes-se : ma vefe savet ur mirdi evit reiñ bod d’an dastumad.   

 

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn