Henry Moret (1856-1913)
« An eeunañ ar gwellañ, Henry Moret a zigor ur prenestr war an natur. », Henry Eon, 14 a viz Mae 1901
Henry Moret (1856-1913), livour flamm aodoù Breizh, zo un arzour n’eo ket anavezet gwall vat hiziv c’hoazh. Nebeut a draoù a ouzomp diwar-benn e vuhez nemet e vije en em staliet abred en Oriant e 1875 hag e kamarade didrouz gant Gauguin, Filiger, Sérusier pe De Haan. Henry Moret, ur spered dieub a zen anezhañ, en doa darempredet anezho en ur virout a vezañ re levezonet ganto. En e glask eus an distro hag an difoul e oa bet diwallet diouzh an dispartioù trumm ha roet e oa bet an dro dezhañ da ezteuler un doare dibar da dostaat da arz ar gweledvaoù e Breizh war un dro.
Goude bezañ bet ur gelennadurezh klasel e Pariz gant al livourien Henri Lehmann ha Jean-Paul Laurens, Moret a choazas ur respet livour gweledvaour en un doare hag a gendalc’he kentelioù Corot ha livourien Barbizon. Neuze e voe degaset ur cheñchamant bras en e stil adalek 1888 p’en doa bet darempred gant arzourien Skol Pont-Aven. Dre m’en doa arvestet ouzh difluk ar Sintetegezh en doa nevezet e zoare da dostaat d’ar gweledvaoù gant sterniadurioù hardizh awenet gant ar stampoù japanat, gant abladennoù liv ledan hag implij moder an drolinenn.
Adalek 1891 e komañsas da dremen pennadoù amzer hir en inizi ar C’huzh-heol hag a zeuas da vezañ, gant aodoù Penn-ar-Bed, an temoù a blije ar muiañ dezhañ. Met Moret, evel un arzour a sant diouzh an traoù, a yeas tamm-ha-tamm war-zu bed an impresionourien, hag eñ oc’h ober ul liamm etre an daou luskad enep-se.
Adalek 1895 e emdroas splannoc’h-splannañ e skeuliad livioù war-zu livioù sklaer hag a lakae en a-raok arlivioù dibad an amzer. Broudet e voe d’en ober dre ma oa tost da varc’hadour an impresionourien, Durand-Ruel. Adalek 1898, hennezh a viras ingal evitañ e balieroù e Pariz hag e New York hag evel-se e voe didrabas a-fet arc’hant. Diwar neuze e oa aet pelloc’h gant temoù a blij d’ar re en em ro da arz ar gweledvaoù : argemmoù hervez ar c’houlzadoù, efedoù gouloù-dic'houloù, adskedoù ar mor, tarlammoù an aezhenn-vor. Evel Claude Monet, Moret a selle pizh ouzh an natur, ha gant un dileizhadur pouezet muioc’h-mui eus an doare-livañ, e klaskas ezteurel ar penn-natur anezhi a-fet sonerezh ha barzhoniezh.
Diskouezadeg hañv Mirdi an Arzoù-kaer, hag a zo bodet enni war-dro kant oberenn savet gant Moret, a laka war wel emdroadur al livour-se a oa bet test eus ar cheñchamantoù bras a oa bet e bed al liverezh e dibenn an XIXvet kantved. Pal an diskouezadeg eo lakaat war wel ar perzh bras en doa degaset da sked istor an arz e Breizh hag ivez, ken eeun ha tra, digeriñ ur prenestr war-zu e zremmwelioù ec’hon a oa bet taolennet ken mat gantañ.
« Tonioù flamm, glasvez frank, morioù feuls, dremmwelioù ec’hon, aer ha sklaerder […] un arz a c’houloù sklaer, a impresionouriezh wirion ». Den dianav, miz Ebrel 1907
Un diskouezadeg e pemp lodenn
Pont-Aven, ar Pouldu, ober anaoudegezh gant ar Sintetegezh
Eus 1888 betek 1894 e voe Henry Moret unan eus ar re o doa arvestet ouzh diwan ar Sintetegezh, ul luskad arzel hag a voe krouet e Pont-Aven pa veze eskemmoù entanet etre Paul Gauguin hag Émile Bernard. Gwech an amzer e veze degemeret gant Moret, en atalier feurmet gantañ, al livourien-se, a zistaole ar gelennadurezh akademiek hag a ginnige ur yezh nevez a-fet liverezh. Ar c’hoant-se da droc’hañ gant an taolenniñ touellour a voe kendalc’het er Pouldu. Daoust ma chome pell diouto, Moret a ambrougas al luskad pa oa bet choazet gantañ livañ an drolinenn, an abladennoù hag ar c’houchadurioù hardizh deuet eus ar stampoù japanat.
1895, Durand-Ruel, marc’hadour an impresionourien
Goude reiñ ton d’al livourien impresionourien gentañ, eus Monet betek Renoir, Paul Durand-Ruel a glaskas tud donezonet nevez. Ouzhpenn Maufra pe Gustave Loiseau e tiskoachas Moret e 1895. Hennezh, oc’h heuliañ un azvedigezh difonn, a gendalc’he gant un hent etre gounidoù ar sintetegezh ha frankiz an doare livañ impresionour. Plijout a reas an dibarelezh-se d’ar marc’hadour a zivizas mirout lec’h evitañ en e balieroù e Pariz hag e New York. 650 eus e oberennoù a voe o tremen etre daouarn ar palierour hag a ginnigas un tamm aezamant dezhañ evel-se.
Inizi ar C’huzh-heol
Moret, ur martolod arroutet anezhañ, a oa gwrac’h gant an inizi a zo dirak aodoù ar Mor-Bihan ha Penn-ar-Bed. Ar Gerveur, Houad, Groe, an inizi Glenan, Eusa, zo ur vammenn builh evit an awen ! Eus 1891 betek e varv e 1913, an aodoù roc’hellek ha gouez, kentoc’h eget an traezhennoù plijus, a veze livet gantañ en e daolennoù. Al livour, hag eñ o tostaat da frailhoù ha skoaselloù an torosennadur, a daolenne gweledvaoù meurdezus, en ur ober gant diverradennoù hardizh a-wechoù. « Kaerder kentidik » aodoù an inizi a voeme anezhañ hag a vroude anezhañ da ober gant touchennoù tev ha nerzhus.
An eurioù hag ar c’houlzioù-bloaz
Evit kalz a arzourien eus an XIXvet kantved, krouiñ e Breizh zo degemer ar soñj n’eus nemet ur c’houlz, an hañv, ha nemet ur momed eus an devezh, an hini ma vez ar muiañ a c’houloù etre dibenn ar mintinvezh ha deroù an endervezh. Evel ul livour dedennet gant livioù an amzer ha gant kemmoù an hinoù, en doa choazet Moret, er c’hontrol d’ar soñjoù-se, livañ a-hed ar bloaz, hag eñ oc’h ober gant an danvezioù liesseurt kinniget dezhañ gant e livaoueg. Ar goañv en doa livet dreist-holl pa veze erc’h puilh o c’holeiñ an natur morgousket, un tem hag a blije d’an impresionourien.
Un dra kavet diwezhatoc’h : an oberenn c’hrafek
E deroù ar bloavezhioù 1970 e oa bet strewet dalc’had an atalier miret ent-deol gant e vab-kaer, Achille Chatenet. Evel-se e oa bet gwelet pegen bras e oa labour grafek Moret. 800 a raklivadurioù hag a vrastresoù graet gant teknikoù liesseurt-kaer (kreion, glaouenn, liv Sina, dourliv, pastel ha kement zo) a voe lakaet war wel neuze. Follennoù zo a ya d’ober gwir dopografiezhioù prim, kinklet a-wechoù gant merkoù graet gant dourliv ha gant livioù meneget warno. Kalz eus ar raklivadurioù-se, lec’hiet alies, a voe savet a-raok sevel taolennoù gant kenaozadurioù danzeet gwelloc’h. An tu-se eus an arzour a ziskouez pegen dedennet e oa gant tud vunut ar c’hêriadennoù war an aod. War ar prim e vrastrese ar pesketaerezed chifretez, ar vezhinerien, ar c’hwennerien, ar c’hannerezed, ha kement zo.
- 1856 : Ganet e oa e Cherbourg
- 1875 : En em gavout a reas en Oriant evit ober e goñje, diskouez a reas e oberennoù e Saloñs ar Re nac’het, gwelet a reas ar Pouldu evit ar wech kentañ
- 1876 : Graet en doa berzh e kenstrivadeg degemer Skol an Arzoù-kaer e Pariz
- 1888 : Chom a reas e Pont-Aven, kejañ a reas gant Gauguin, Bernard, Jourdan, Laval ha Chamaillard a oa staliet en ostaleri Gloaneg.
- 1891 : Gweladenniñ a reas Groe a zeuas da vezañ unan eus an danvezioù tost d'e galon
- 1895 : Kejañ a reas gant ar marc’hadour Paul Durand-Ruel a ginnigas dezhañ diskouez e livadurioù en e balieroù e Pariz ha goude-se e New York.
- 1900 : Beaj d’an Izelvroioù evit kavout danvezioù awen nevez
- 1913 : Mervel a reas e Pariz, douaret e voe e bered an Tad Lachaise
> Ecouter le reportage audio de l'exposition en breton sur Radio Kerne (12'10)
Gweladenn heñchet e brezhoneg
Gweladenn heñchet e brezhoneg
Samedi 31 juillet à 15h
1 eur
6.50 € / 3.50 €
Mirit ho plas enlinenn / n’eo ket sur e vo a-walc’h evit an holl