Robert Doisneau

Robert Doisneau, sell ur c’hwil

16 Du 2018–22 Ebrel 2019

E kenlabour gant an Atalier Robert Doisneau (Francine Deroudille hag Annette Doisneau)

#expodoisneau

C’hoant en deus bet mirdi an arzoù-kaer e Kemper da lakaat war-wel ul luc’hskeudenner, Robert Doisneau, a zo brudet-mat e skeudennoù, met n’eo ket bet anavezet evel zo dleet c’hoazh.

Hennezh, e luc’hskeudennerez gantañ a-dreuz-skoaz, zo test eus ar vuhez pemdeziek, gant sell ur c’hwil hag a chom bepred war evezh eus traoù souezhus ha dic’hortoz. Diwar 120 kliched hag a zeu eus Atalier Robert Doisneau, un daou-ugent kliched vintage en o zouez, e kinniger deomp un diskouezadeg da vont tre e bed an arzour. Gant ar gevrenn « Le Merveilleux quotidien » e vez pedet ar weladennerien da adskoulmañ gant eeunded ha kaerder ar vuhez pemdeziek e Pariz hag en he bannlev dre un hentad ma kaver luc’hskeudennoù arouezel, evel ar Bouch dirak an ti-kêr.

Souezhet e vo an dud, moarvat, gant ar re gouestlet da « Palm Springs 1960 », ur gelaouadenn sevenet evit ar magazin Fortune diwar-benn an tachennoù golf e-kreiz dezerzh Colorado. Neuze e veze implijet koc'hennoù liv gant Robert Doisneau evit resteurel endro faltaziek an oazis-se evit Amerikaned pinvidik war o leve.

Evit klozañ an hentad, erfin, e tiskouezer war-dro ugent luc’hskeudenn tennet e Breizh. M’eo anavezet ar skeudennoù arouezel evel ar Vigoudenn e-harz an Tour Eiffel, e weler gant luc’hskeudennoù all e oa dudiet an arzour gant temoù hag a ziskouez e felle dezhañ lezel roudoù eus buhez pemdeziek an dud dister. Heuliadoù ar bloavezhioù 40 gouestlet d’an nezerezed ha d’ur botaouer-koad eus Gwareg a laka war wel, dreist-holl, arz Doisneau, evel ar re a oa bet kemeret e kêriadenn Tredudon, e-lec’h ma oa bet manifestadegoù gant ar beizanted er bloavezhioù 1960. Gouestlet en deus an arzour ivez un heuliad luc’hskeudennoù da bardon Fouenant, hag arabat ankounac’haat al luc’hskeudennoù vakañsoù ma oa aet e wreg da batrom poltredet war ar prim e-touez ar reier e Sant-Ke-Porzh-Olued e 1934.

Robert Doisneau, un arzour troet-kenañ gant an dud, a zegas deomp ur bed espar ha barzhek n’eo ket digoulzet c’hoazh.

Robert Doisneau, sell ur c’hwil

 

450 000 koc'henn-orin… sed aze an hêrezh lezet gant Robert Doisneau (1912-1994) d’he merc’hed, Francine hag Annette, o deus kendalc’het hag a ver an Atalier Robert Doisneau en deiz hiziv evit talvoudekaat oberenn al luc’hskeudenner-se anavezet er bed a-bezh.

 

Hennezh, e luc’hskeudennerez gantañ a-dreuz-skoaz, zo test eus ar vuhez pemdeziek, gant e sell bouilh hag a chom bepred war evezh eus traoù souezhus ha dic’hortoz. Pesketaer skeudennoù, bigrier ar berrbad, leurenner ur c’hoariva poblek bihan, falstest, diaes eo gouzout piv e oa Doisneau….

 

Diwar 130 kliched, un daou-ugent kliched vintage en o zouez, e kinniger deoc’h un diskouezadeg da vont tre e bed an arzour, dibar dre al luc’hskeudennoù a bep seurt produet gantañ, etre e labour dezhañ e-unan hag an urzhiadoù evit ar c’hazetennoù pe evit ar bruderezh.

 

Gwelet a reoc’h evel-se penaos e oa e « vuhez pemdeziek meurdezus », etre Pariz hag he bannlev (salioù 1 ha 2), e boltredoù sixties-kenañ eus  Palm Springs hag ober a reoc’h anaoudegezh gant e gelaouadennoù graet e Breizh gant luc’hskeudennoù hag a zo diembann da vat evit lod (sal 2).

 

« An disentiñ hag ar c’huriuziñ, gant an daou dra-se e vez maget ar vicher», Robert Doisneau.



 

 

Ar vuhez pemdeziek meurdezus

 

Er vannlev su eo e reas Robert Doisneau e glichedoù kentañ – pavezioù, un dever gaz - dre ma oa re lent evit mont da-gaout an dud !

E 1934 e labouras e labouradegoù Renault evel luc’hskeudenner, ul labour ma ne gave « netra plijadurus » met eno en doa desket diazezoù al luc’hskeudennerezh skeudennaouiñ. Dre ma ne oa ket aketus en e labour e voe skarzhet e 1939 ha mont a reas da luc’hskeudenner dizalc’h, en ur ziorren un doare luc’hskeudenniñ personeloc’h war dachenn Dor-bostern ar Pupli (La Poterne des Peupliers) hag ar mogerioù-kreñv.

Goude bloavezhioù o klask en em zibab e-pad ar brezel, goude bezañ bet o labourat evel « falser teulioù ofisiel » er Rezistañs ha goude birvilh an Dieubidigezh, e voe hollbouezus e gejadenn gant ar skrivagner Blaise Cendrars. Asambles o doa embannet al levr « Bannlev Pariz » e 1949, un dibab tost da 150 skeudenn tapet e-pad ar pemzek vloaz kentañ ma oa bet Doisneau oc’h ober e vicher. Meur a dem a oa lakaet war wel : ar voused, ar garantez, ar sulvezhioù hag ar gouelioù, an dudiamantoù, al labour, an tiez-annez…

Krouiñ a reas ur rouedad keneiled evitañ neuze ma oa ur plas bras gant Jacques Prévert ha kregiñ a reas da zaremprediñ bed an tavarnioù asambles gant Robert Giraud a vroudas anezhañ da blediñ gant an dud a-gostez : an dud tatouet, bed ar sklankerien hag an noz… 

 

Arabat e vefe, gant al luc’hskeudennoù personel-se, ankounac’haat an holl labour graet diwar c’houlenn hag a ya d’ober kalon e obererezh ha mammenn bennañ e c’hounidigezh. Sellet en doa Doisneau outañ e-unan bepred evel ul luc’hskeudenner skeudennaouer. E 1946 e oa krog da labourat gant an ajañs Rapho a zeuas da vezañ ar skigner brasañ a-fet kenedouriezh al luc’kskeudennerezh, « denelour » evel ma lavarer. Betek dibenn e vuhez e kenlabouras Doisneau gant an ajañs-se. Eviti e reas labourioù a bep seurt, adalek ar c’helaouadennoù betek ar poltredoù, ar skeudennaouiñ hag ar bruderezh, en ur dremen dre a bep seurt teulluc’hskeudennoù.

 

En ur blegenn ma rae berzh ar magazinoù, ar c’helaouennoù hag ar c’hazetennoù goude ar brezel e savas kalz a skeudennadurioù evit ar c’hazetennoù, kazetennoù engouestlet hag ivez « Le Point » renet gant Pierre Betz pe « Point de vue-Images du monde » renet gant Albert du Plécy pe c’hoazh « Vogue » a c’hropras anezhañ etre 1949 ha 1951. Etre ar bloavezhioù 1960 ha 1980 e sikouras « La Vie ouvrière », sizhunieg ar CGT, ha « Paris Match » a-wechoù met kalz nebeutoc’h.

 

Just goude ar brezel e voe lakaet luc’hskeudennoù Doisneau war wel en embannadurioù hag e diskouezadegoù er bed a-bezh. Goude ur mare reuz-direuz, e krogas Doisneau d’ober berzh bras en-dro e dibenn ar bloavezhioù 1970 ha muioc’h-mui betek e varv, ar pezh a lakaas anezhañ da vezañ al luc’hskeudenner gall brudetañ eus e rummad.

 

Palm Springs 1960

 

Souezhet e vo ar weladennerien boas ouzh al luc’hskeudennoù gwenn ha du eus bannlev Pariz gant an 30 kliched e liv tapet gant Doisneau evit ar magazin amerikan Fortune e 1960. Ne oa ket diegi gant al luc’hskeudenner, koulskoude, da implijout al liv. « Ma vije da adober e rajen pep tra en-dro e liv » emezañ e 1982 met lavaret a rae pegen ker e oa tennañ luc’hskeudennoù liv ha pegen diaes e oa mirout anezho.

P’en doa santet e oa chomet un tamm war-dreñv e bed al luc’hskeudennerezh gall ha pa n’en doa labouret gwech ebet en estrenvro ez eas kuit pell diouzh Pariz, da New York da gentañ aliet gant e vignon Maurice Baquet, ha goude da zezerzh Colorado pa oa bet goulennet outañ tapout luc’hskeudennoù eus an tachennnoù golf a oad o sevel. Teuler a rae ur sell leun a fent, lemmoc’h eget boaz, war an Amerikaned pinvidik, hedro o obererezhioù, en oaziz a veze graet Palm Springs anezhañ.

Ar skeudennoù-se ankounac’haet e-pad pell amzer a oa bet adkavet un nebeud bloavezhioù zo e dielloù Fortune ha souezhet e vezer gant ar modern ma’z int ha gant flemmusted drant Doisneau a wele, evit ar wech kentañ, ur bed iskis e-lec’h ma sante un tamm e oa un den « arallvro » anezhañ.

 

Doisneau, ur sell war Breizh

 

Tro hor bo en diskouezadeg da ginnig tost da 30 kliched tapet e Breizh gant al luc’hskeudenner, lod anezho n’int ket bet diskouezet gwech ebet hag a zo bet dibabet war plankennoù-stok gant sikour an Atalier Robert Doisneau.

Diaes eo lavaret e oa tomm Doisneau ouzh Breizh, evel ma oa ouzh al « Lot » pe an « Dordonha » hag a veze darempredet ingal gantañ. Deuet e oa da Vreizh dreist-holl evit respont da urzhiadoù gant kazetennoù, ha pa chomfe da sklaeraat c’hoazh perak en doa tapet luc’hskskeudennoù zo.

Un dra zo sur : e 1935 en doa tremenet e vakañsoù e Breizh gant e bried Pierrette nevez-euredet gantañ. Distreiñ a reas da Aodoù-an-Arvor e 1942 evit abegoù dianav : daoust hag ur gazetenn he doa goulennet digantañ sevel ur gelaouadenn ? Hag evit abegoù personel e oa ? Luc’hskeudennet en doa gwell pe well, bepred, ur botaouer-koad eus Lanniskad, e-kichen Gwareg, pa oa bet sachet e evezh gant talfas hennezh par d’un delwenn gant Giacometti. Adimplijet e oa bet al luc’hskeudennoù eus pardon Intron-Varia Garvez e Leskoed-Gwareg e 1946 evit golo ar magazin Bref a oa ennañ ur pennad gouestlet d’ar pardonioù breizhat, skrivet gant Jean Oberlé.

E 1944 e voe sachet e evezh gant pardon Santez Anna Fouenant, ken tomm ouzh kalon livourien vreizhat evel Alfred Gwilhoù.

E 1964, evit respont d’ur goulenn gant kazetenn ar c’hKHL (Kengevread hollek al labour), La Vie ouvrière, en doa graet un droiad etre Rosko, Kastell-Paol ha Karaez evit kemer klichedoù eus emvodoù dalc’het gant ar sindikadoù hag eus feurmoù e Menez Are.

E 1966, erfin, e savas ur gelaouadenn e Pont-‘n-Abad : gant e zaoulagad bouilh, digor-bras gantañ en doa bet plijadur moarvat o welet div Vigoudenn gozh en o frenestr.

Kalz a dud en hon touez a zalc’h soñj eus ar skeudenn arouezel, etre hengoun ha modernelezh, eus ar Vigoudenn o klask mont e-barzh he Ford Vedette war ar blasenn Bienvenüe, e Pariz, da vont da vakañsiñ war an aod e Breizh.

Gweladenn heñchet e brezhoneg

Disul 20 a viz Genver 2019. 2e gm

1 eur

digoust

Mirit ho plas enlinenn / n’eo ket sur e vo a-walc’h evit an holl

Titouroù ouzhpenn al lec’hienn